Degemer

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Donemat deocʼh er Wikipedia, an holloueziadur digor ha digoust, frank a wirioù ha liesyezhek, hag a cʼhall bezañ gwellaet gant an holl

63 302 bennad emeur o sevel bremañ e rann vrezhonek an holloueziadur.

Pennad ar miz

Galileo Galilei,
poltred gant Justus Sustermans

Galileo Galilei a oa ur matematikour, fizikour ha steredoniour, a voe pouezus e labour evit istor ar brederouriezh.

Ganet e oa Galileo Galilei e Pisa d’ar 15 a viz C’hwevrer 1564, en ur familh nobl a orin, hogen ne oa ket pinvidik. Mab e oa da Vincenzo Galilei, soner ha sonaozer eus Firenze, ha Giulia Ammannati. Un deskadurezh klasel a dapas o mab Galileo gant menec’h manati Vallombrosana, e-kichen Firenze. Deskiñ a reas seniñ er skol-se ha studiañ a reas gregach ha latin.

E 1581 e voe kaset gant e dad da studiañ medisinerezh da skol-veur Pisa. Met ur bern traoù a oa ha ne zedennent ket kaer Galileo eno, ha gwelet a reas er c’hontrol e plije dezhañ ar matematik hag ar fizik. N’echuas ket e studioù medisinerezh ha kregiñ a reas da studiañ matematik gant Ostilio Ricci, ur matematikour italian ha ne ouzer ket kalz a dra diwar e benn. E 1583 e verzas Galileo e oa keit-ha-keit lusk-dilusk momederioù hag a oa disheñvel o fouez. Deskiñ tresañ a reas ivez. E 1589 e voe anvet da gelenn matematik e skol-veur Pisa.

Galileo Galilei a selle ouzh an anadennoù fizikel en-dro dezhañ, met sevel taolioù-arnod a ouezas ober ivez. Gant e gavadennoù e lakaas en arvar ar skeudenn eus ar bed a oa betek neuze gant skiantourien Europa. Sellet a reer outañ evel unan eus diazezerien ar fizik modern.

(lenn hiroc'h...)

Keleier

Un tamm sell war red an darvoudoù

Doare ar 15 a viz Du 2017 ha Keleier ar vro.

Borut Pahor

Keleier ar Wiki

  • War gresk e talc’h ar Wikipedia brezhonek da vont, ha tremen 63 000 pennad zo bremañ. Er 74vet renk emaomp atav e-touez ar raktresoù Wikipedia [1], evit an niver a bennadoù, etre ar piemonteg hag ar c'hantoneg. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr.
  • E renkadur an holloueziadurioù hervez danvez ar pennadoù emaomp atav en 78vet plas [2], etre an pandjabeg hag ar c'hurdeg sorani. Ne labouromp ket a-walc'h da wellaat ar pennadoù a zo bet boulc'het, hag un toullad pennadoù diazez a vank c’hoazh d’hor Wiki-ni [3], evel buhezegezh pe lipid ha meur a hini all c'hoazh. Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ. Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp. Mankout a ra dimp ivez pennadoù hir (n'hon eus nemet 24 evit ar mare).
  • Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
  • Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù ma vank traoù enno, pe ma'z eus mankoù enno. Ma n’oc’h ket asur eus an doare da ober, sellit ouzh Skoazell:Penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh Wikipedia:Fazioù stankañ.
  • E-touez ar raktresoù kar da hini Wikipedia, emañ hini ar Wikimammenn, un dastumad levrioù brezhonek, kuit a wirioù, pe c’hoazh hini ar Wikeriadur. Kit da deurel ur sell outo !

A bep seurt

A bep seurt

Fazioù zo marteze e pajennoù ar wikipedia. Amañ e vint renablet, e pajenn ar reizhadennoù da ober e-barzh yezh ar wikipedia

Wikimedia-logo.svg
Commons Commons
Bank roadennoù liesvedia
MediaWiki MediaWiki
Diorren poelladoù
Meta-Wiki Meta-Wiki
Kenurzhiañ
Wikilevrioù Wikilevrioù
Levrioù ha testennoù frank
Wikiroadennoù Wikiroadennoù
Diaz anaoudegezh
Wikikeloù Wikikeloù
Keloù digor
Wikipedia Wikipedia
Holloueziadur
Wikiarroud Wikiarroud
Dastumad arroudennoù
Wikimammenn Wikimammenn
Al levraoueg dieub
Wikispesad Wikispesad
Roll ar spesadoù bev
Wikiskolveur Wikiskolveur
Binvioù frank evit deskiñ
Wikeriadur Wikeriadur
Geriadur & tezorus