Pyeongchang

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Lec'hiadur Pyeongchang

Distrig Pyeongchang (Pyeongchang-gun, 평창군) zo un arondisamant eus proviñs Gangwon, 180 km e reter Seoul. Gant nebeutoc'h evit 30 annezad dre km², n'eo ket poblet gwall stank rak uhel en un takad menezioù emañ. Brudetañ kreizenn sportoù goañv Korea ar Su zo anezhañ. En distrig e kaver ur gêr vihan (eup), Pyeongchang-eup (평창읍) ha seizh kêriadenn (myeon) : Bangnim, Bongpyeong, Daegwallyeong, Daehwa, Jinbu, Mitan ha Yongpyeong. Emañ ar greizenn ski pennañ e Yongpyong, e kêriadenn Daegwallyeong.

Rannadur melestradurel Pyeongchang

Eno e vez kavet kalz temploù boudist, e-touezh anezho ar Woljeongsa. Lugan Pyeongchang, 'Happy700 Pyeongchang', a zo deuet dre keidenn uhelder al lec'h e-tro 700 metrad .

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]